Archive for the ‘☞ E brezhoneg’ Category

E brezhoneg n°8 : Kelc’hioù

Vendredi, octobre 26th, 2012

Er gêr, diouzh ar mintin, re c’hleb an oabl evit m’am befe c’hoant mont da bourmen en ur mirdi pe ur greizenn arz a-vremañ. Labour zo d’ober met ne fell ket din kregiñ ’-barzh. Deizioù a seblant bezañ sulioù e kreiz ar sizhun. Ha ne blij ket din al labour nul. En ur c’hortoz e tapan ma dastumadeg skeudennoù.

Tamm ha tamm, e liamman etreze an traktoù a zo em daouarn hag ar skeudennoù a zo em eñvorennoù. Kelc’hioù. Kelc’hioù e pep lec’h. E-giz pa vefe gronnet Breizh hag he sevenadur gant kelchioù ha rontoù a bep seurt. Kelc’hioù kengreiz dreistholl.

Daoust-hag e c’hellfe un arouez ken simpl bezañ ken aroueziek eus hor mod da skeudennaouiñ ar bed ? Ha n’eo ket un istor kelted pe me oar gant ma kaver ar re gentañ kalz abretoc’h.

Reier kizellet kern enezenn Gavriniz, setu ar re henañ anavezet ganin, 5500 bloaz zo. War lerc’h e vo kavet ingal ar rontoù a feur ma red an amzer. Tresadennoù ha kizelladurioù ar gelted en o zouez, met ivez skeudennoù ar menec’h Iwerzhoniz. Anat eo n’eo ket bet ijinet ar c’helc’h get Breizh ha ma vez kavet anezho a hed hon istor eo peogwir e teuont gwech ha gwech eus estren vro. Koulskoude, e soñj din e teu da vezañ arouezius eus hor sevenadur en ur prantad nesoc’h. Er vroderezh e vezont kavet ivez er vro Bigouden. Ha pa ouiomp ar pouez a vez roet da zilhad ar vigouterien gant ar re n’int ket stag ouzh sevenadur Breizh, e welomp penaos e c’hell buan tapout perzhioù un arouez hollek. Met chom hep komz eus labour ar Seiz Breur a vefe eus an drochañ. Pa vez Quillivic o engravañ gwagennoù, pe c’hoazh tresadennoù Kreston awenet gant ar vroderezh, en heol kelt en o zouez. Hag hiziv an deiz ? Ya, ar c’helc’hioù kengreiz a zo paot : war sinoù ha n’int ket atav eus ar vravañ (ar skeudennoù implijet evit ar Redadeg en o zouez) ha war lizherennoù dreistholl.
Sellomp a dost ouzh un nebeud anezho. Evit bezañ un tamm resisoc’h eo ret lâret, e vo sellet spisoc’h ouzh lizherennoù bet treset evit sevel titloù, pe logotipoù. Da lâret eo ne vezont ket treset evit bezañ implijet evit un hir a destenn. E seurtoù lizherennoù eo aesoc’h reiñ muioc’h da welet, reiñ muioc’h a blaz dezho, implij stummoù a zo skoueriusoc’h eus ar spered a fell deomp lakaat war well.
Abaoe un nebeud bloavezhioù, neuze, hon eus tro da gavout kazi bep bloazh un titl pe ul logo, pe ur golo, savet gant kelc’hioù evit ur raktres liammet d’ar sevenadur breizhat. Ar re-mañ, kavet er straedoù, a zesacho buan hor selloù gant m’a diskouezont holl ul liamm sklaer ha splan gant labour ar seiz breur, ha dreistholl ar goloennoù levr savet gant Xavier Langleiz : stummoù simpl kalvezet mat, aozet ha stummet sonn ha kelc’hioù, c’hoazh hag adarre.
Setu un nebeud skouerioù da skeudennaouiñ ar pezh am eus c’Ìoant diskouez. Peadra a vefe da zielfennañ anezho spisoc’h ha pep hini d’e dro. Amañ, kouslkoude eo trawalc’h strobañ un nebeud anezho evit kompren ez eus amañ un hent da heuliañ evit sevel ur « skeudennaoueg » heverk eus un hengoun bev.

goude 2005 (n’am eus ket ar bloavezh resis) : lizherennaoueg bpzh, gant Lieux Communs evit skol an arzoù kaer Kemper.
2007 : golo nevez al levr « Seiz Breur » adembannet gant ar moulladurioù Palantines.
2008 : Brest 08, logo gant Alain Le Quernec.
2009 ha 2010 : Titl festival Kastell Paol gant Oui design.
2012 : Titl evit « Locmaria » e Kemper, graet gant Alain Le Quernec ha Carolina Rojas.





— — — — — —
En bref :
Et si finalement, le signe caractéristique qui se retrouvait dans toute l’histoire bretonne des signes c’était le rond, voir même les ronds concentriques ? Étant donné qu’on en trouve des gravures du cairn de Gavrinis (datant de 5000 ans) à certaines typographies de titrages de ces 10 dernières années, en passant par la sculpture, la broderie, et le dessin, on considère que l’hypothèse est tenable.

E Brezhoneg n°7 : Skrivañ breizh gant Lunatix

Lundi, septembre 17th, 2012

Lunatix, setu anv ar lizherennaoueg en deus sachet ma evezh un nebeud bloavezhioù zo. D’ar mare-se e oa bet lakaet ar gomz war e stummoù dedennus gant un nebeud tud arbenniket war ar graferezh. Kavout a rae deomp e oa ganti perzhioù arouezus awalc’h eus ar pezh a c’hellfe bezañ ul lizherennaoueg a-vremañ gant blaz ar sevenadur breizhat. D’ar c’houlz-se e oa bet implijet ar familh lizherennoù-se war un nebeud a skritelloù sevenedurel, kazi netra a-benn ar fin. A c’houde n’em boa ket bet tro da welet anezhi e straedoù Breizh.

Kement-mañ en deus cheñchet n’eus ket pell-zo. Abaoe un nebeud mizioù hon eus kroget da welet anezhi en-dro war skritelloù sevenadurel Kuzul Departamant Penn-ar-Bed : re abatioù Daoulas hag ar Releg, maner Kernault, kestell Trevarez ha Kerjean. Ha setu Lunatix da vevañ en-dro e straedoù an Arvorig.

Ar pezh a zo farsus eo gwelet pegen distag eo istor al lizherennaoueg gant sevenadur Breizh ha koulskoude pegen stag e c’hell bezañ en ur mod dic’hortoz. Krouet eo bet e 1988 er Stadoù Unanet gant Zuzana Licko, eus ar strollad grafourien ha treserien lizherennoù Emigre.

Setu penaos ez eo bet treuzet ar mor bras gant ul lizherennaoueg evit embroañ amañ. Ganti un anv a seblant bezañ tennet eus istorioù Asteriks, ar breizhad brudetañ er bed, sur awalc’h. Ha gant-se, stummoù gros met dous koulskoude, stummoù a lak da soñjal, mod pe vod, e lizherennoù Kreston pe Langleiz.

E miz genver em boa lakaet ar gomz war ar « Britto », lizherennaoueg ar breizhad Fañch an Henaff. Awenet gant stummoù arouezius ar skritur er broioù keltiek. Hemañ a felle dezhañ digeriñ ar stummoù-se da yezhoù e-giz re Europa ar reter. Bremañ e kaver ar c’hontrol, ul lizherennaoueg eus estren-vro implijet evit kinnig hor sevenadur e-giz pa vefe bet savet ganeomp.

Ne c’hell ket bezañ Breizh ur vro serret d’ar bed.

En bref :
Où comment une fonte faite aux USA est appropriée pour être vecteur de la culture bretonne.
Où comment les formes du texte parlent autant que le texte lui-même.

E Brezhoneg N°6 : Alain Le Quernec

Lundi, juillet 23rd, 2012

Mediaoueg an Ursulined e kreiz-kêr Kemper. Goude ur frapadig amzer war an hent dindan ar glav e tremenan dor an diskouezva.

Du coq à l’âne. Skritelloù Alain Le Quernec abaoe ar bloavezhioù 70. E labour en deus ur pouez e-barzh istor Frañs ar graferez hag ar sevel skritelloù. Gwir eo ur metoù bihan tout, koulskoude eo mat menegiñ an dra-mañ.

A-zehoù, poent krog an diskouezadeg. D’an tu-mañ 40 vloazh labour gant skritelloù politikel ha sokial : plogo, amoko, ar pesketa, Chirac, brezel Bosnia, bugaled breizh, hag all. Sujedoù lies o deus bet ur pouez e buhez ar geodedourien Breizh ha Bro Frañs.
Goude ur pennad kaoz gant an Ao. Le Quernec em eus desket e oa bet skritellet an darn vrasañ e straedoù Kemper gant militanted ar strollad sokialour. Moullet e vez miliadoù anezho ha zaou ! peget diouzh mogerioù ar c’hêr.
Hep gouzout dezho eo bet lusket buhez ar re glazig gant e skeudennoù.
Siwazh, n’eo ket posubl ken hiziv an deiz emezañ. N’eus politik ebet ken a fell dezhañ kemer riskloù gant ur skritell.
« Ar ‹ 2012, une autre France, un autre président › da skouer, n’eo ket bet asantet na gant Poignant (Aotroù maer Kemper ezel eus ar PS), na gant ar PS. Dreist e vefe bet e-giz skeudenn hetoù ar bloavezh nevez koulskoude ! » Setu ar pezh a lâr din dipitet un tamm.

E penn an tu dehoù e vez skignet ouzh ar voger 2 heuliad skeudennoù. An hini gentañ a ziskouez skritelloù lies an den, ar re n’int ket diskouezet er sal dreistholl. An eil o vezañ un heuliad c’hoari gêrioù simpl ha fentus.
E lodenn diwezhañ an diskouezadeg e vez diskouezet ar skeudennoù all bet graet gantañ evitañ, evit kelaouiñ war ar yec’hed, evit ar gelaouenn Le Monde, evit daou c’haoriva, pe c’hoazh war sujedoù sokial. Ma ‘z eo lies awalc’h ar sujedoù labouret gantañ e weler mat ez eus bepred ul liamm gant ar vuhez foran hag e diavaez ar marc’had. Ur mod da welet ar micher a zo distag eus ar bruderezh hag eus c’homunikasion. Gant ma komzer d’ar geodedourien eo dav komz dezho en ur mod speredek ha seven.















En Bref :
Il y a une exposition d’images d’Alain Le Quernec à la médiathèque des Ursulines tout l’été. Beaucoup de celles présentées sont des commandes de partis politique ou syndicat. Seulement depuis quelques plus aucun d’entre eux ne veut plus prendre de risque avec une affiche placardée partout en ville…

E brezhoneg n°5 – ofis publik ar brezhoneg

Jeudi, février 23rd, 2012

N’eus ket pell amzer hon eus kroget da welet logotip nevez ofis publik ar brezhoneg. Siwazh deomp n’omp ket deuet a-benn da c’houzout gant piv eo bet graet ! N’eo ket strikt, taolomp ur sell memestra.
Tresañ ul logotip a zo unan eus al labourioù diaesañ evit ur grafour. Rankout a ra mestroniañ tachenn labour an aozadur hag ar c’hodoù sevenadurel a zo tro-dro dezhi. Dezhañ da implij anezho ar gwellañ posubl. Setu penaos hon eus bet tro da welet kinnigoù divalav diazezet war glichedoù, pe graet gant tud dic’houiziek eus hor sevenadur, ar merk « Bretagne » o vezañ skouer eus kement-se.
An taol-mañ, gant logotip nevez ofis publik ar brezhoneg hon eus a c’hoari mat eus an etre daou : skeudennaouiñ istorel ha kodoù anavezet gant an holl.
Da gentañ ar vandennoù gwenn ha du, a gaver war hor banniel gwir, met dreist-holl war engravadurioù Quillivic, Kreston pe c’hoazh Langleiz graet er bloavezhioù 30. An holl re o deus bet tro da welet diskouezadegoù pe levrioù war labour ar seiz breur a oar penaos ez eus bet roet gante un neuz, ur skeudenn, da Vreizh. Met o labour dezho a zo ivez diazezet war ar pezh a anavent. Ar vandennoù-se a gaver ivez war ur bern danterioù hor mammoù-kozh. Setu ma vezont engravet en hor spered ha ma liammomp anezho d’ar sevenadur breizhat digudenn.
War al logo-mañ ez eo bet roet ur stumm ispisial dezhañ e-giz pa vefe ul lienn, un dañvez dilhad war ur bruched. Buhezek eo, n’e c’hortozer nemet da welet fiñvioù e-giz pa vefe o analiñ : brezhoneg yezh bev ?
An dapenn liv a gaver warnañ a zo abegoù lies dezhi. Lakaat un tamm gouloù dezhañ da gentañ. Dre implij al liv alaouret-se eo bet roet un neuz prizius d’an hollad met en ur zibab ul liv a gaver ingal asambles gant ar gwenn ha du war engravadurioù ar seiz breur, liv al lann neketa ?
A-benn ar fin e vez roet da gompren gant al liv ez eus un erminig treset, didrouz, kazi kuzhet, a zoug hollad an dresadenn. Hag ar mod-mañ da skeudennaouiñ anezhi a zo kaoz ne vezer ket skuizh o welet un erminig all war ul logo nevez.
Koefet eo al logo gant anv brezhoneg an aozadur, ar pezh a oa bet disoñjet gros gant ar rannvro gant ar merk « Bretagne ». Ma kav deomp e c’hellfe bezañ bet prederiet muioc’h ar choaz lizherennaoueg, n’eo ket hemañ gwall chalus. Dremm nevez an ofis a zo ul labour savet mat, unan eus ar re wellañ eus ar re ziwezhañ bet graet a-c’houde un nebeud bloavezhioù gant un aozadur a labour war tout tiriad ar rannvro.





— — — — — — — — — — — — — — — — — —
En Bref :

Il y a peu l’office public de la langue bretonne c’est doté d’un nouveau logotype. Celui-ci, nous réjoui dans l’intelligence de formes. Les créateurs, que nous ne connaissons malheureusement pas, ont visiblement une connaissance de formes traditionnelles bretonnes, et en ont savamment joué. Contrairement à d’autre récentes tentatives à l’échelle du pays (marque bretagne, charte de la région entre autres), ce travail est une réussite, et traduis bien l’expression visuelle d’une culture.

E brezhoneg n°4- Round&Round&Round

Mardi, novembre 8th, 2011

- Demat deoc’h, deuit tre, un diskouezadeg a zo e-barzh.
- Ee…
- un nebeud labourioù bet graet gant Mickaël Phelippeau ha gant dañserien ar gevredigezh Avel-mor eus Gwiseni war an dañs round.
- Ee… Ale deomp dezhi !
- ar wech kentañ eo deoc’h dont ?
- Evit lâret gwir ? Ya ! Ne ouien ket zoken e oa mirdi an dañs amañ, e straed St Melen !

Ha ni da heuliañ barv hir paotr an nor. Eñ da zigeriñ un nor all ha ni da erruout en ur sal du, implijet gwech ha gwech evit diskouezadegoù pe arvestoù dañs. Enno war an tu kleiz un heuliad diptikoù, e kreiz ur video bras a zo skignet, er foñs ur bern lienn pe dilhad, a-zehoù ur bern tammoù kartoñs : dielloù liammet da labour an arzour : poltredoù, kanaouennoù skrivet, testennoù, hag all.

Dedennus eo labour Mickaël Phelippeau gant ma klask adkempenn boazioù an hengoun : ar gwiskamantoù, an dañsoù, ar ganaouennoù a zo holl implijet e-giz ur materi diazez ha mesket gant gwiskamantoù, dañsoù, kanaouennoù a-vremañ. Setu ar pezh a weler er video skignet e kreiz ar sal : un dañs round ispisial gantañ ha gant dañserien ar gevredigezh Avel-mor : perzhioù an hengoun a zo dastornet, kemmet, e mod ur c’hoari. Cheñch a ra ar reolennoù met ur round e chom memestra.

Ar pezhioù all diskouezet o deus ar memes spered : doare Mickaël da gompren ha d’ober gant an hengoun. Pa vefe oc’h en em treuzwiskañ, o adober gwiskamantoù mod kozh pe cheñch « reolennoù » ar round.

Ur labour dedennus-tre a vez graet ahoude bloavezhioù da gwareziñ hor sevenadur, met deomp da deurel pled eus al labourioù a adkempenn anezhi. Ur sevenadur er mirdi a zo zo ur sevenadur marv p’hemañ an hengoun treusfurmet unan eus perzhioù ur sevenadur bev !

Aon ‘m eus e vo diaes d’ar re dedennet dont da welet an diskouezadeg-se. Berr amzer he deus padet. Memestra ez eus un nebeud traoù da welet war internet, war lec’hienn an Ao. Phelippeau da gentañ : http://bi-portrait.net/ ha war lec’hienn ar mirdi da heul : http://www.museedeladanse.org

En Bref :
L’artiste Mickaël Phelippeau s’empare des codes d’une des danses traditionnelles bretonnes, la danse round du pays Pagan. Il en joue, les contourne, les détourne et questionne de cette manière la tradition et sa perpétuation.

E brezhoneg n°3 – Bartelbyturique

Mercredi, octobre 19th, 2011

Ur banne kafe e kergwehenneg ha ZAOU ! Tapout hent Logunec’h. Parkañ an oto. Chom a zav dirak dor serret an Atelier de la gare. Distreiñ d’an oto souezhet araok gwelet an tamm paper : Digor, Dav eo seniñ. Sonomp neuze ! Un tamm trouz iskis. Ur prantad berr o c’hortoz hag an nor o tigeriñ.
Enno e kaver un diskouezadeg sevenet gant pezhioù bet graet gant studieren skol an arzoù kaer an Oriant. Bihan eo ar sal dasparzhet ar pezhioù enni. Strobet a vefe reizhoc’h marteze.
Sur awalc’h e vefe spletusoc’h kaout un tamm aer en dro da bep labour. Peadra da gilañ un tamm, da gaout un disparti etre daou bed, daou aergelc’h. Siwazh deomp, ar gudenn gant seurt diskouezadeg eo ar fed ne vez diskouezet nemet un draig eus pep hini. Traoù a galite a zo bet graet gant ar studierien, met n’on eus ket tro da spisaat da mont donoc’h en o labour. En ur mod ne vez kanet nemet galv ar gavotenn …

Memestra hon eus bet tro da gaout plijadur gant ar pezhioù lies a zo kinniget. Buan awalc’h e verzer emañ kazi an holl labourioù o treiñ pe tro-dro d’ar buhez pemdeziek, pe tro-dro da istor hiniennel studier-mañ-studier. Souezhus eo gwelet pegen stag int ouzh an amzer dremenet : tammoù buhez gant tud kozh, liammoù gant o orin a zo e touez ar sujedoù a gaver ar muiañ. Kement-mañ a lak ac’hanomp d’en em c’houlenn ha n’eo ket o labour un doare da glask o identelezh, da gompren eus pelec’h emaint a-benn gouzout da belec’h mont.
Skouerioù boutin eus ar pezh a vez graet e skolioù an arzoù kaer a-benn ar fin. Met ret eo anzav eo bet graet ur vrav a labour war ar peurechuiñ.

Un amprouadenn e seblant bezañ an diskouezadeg-mañ evit ar studierien. Dezhe da ziskouez o esaeoù, o enklaskoù, dezhe d’en em gustumañ d’an diskouezadegoù ha da veziañ boaziet gant an aozadur kemples goulennet gant seurt lec’h.

Un dra a glaskit ober dindan tapennoù glav miz here ? Digor eo an diskouezadeg betek an 30 eus ar miz.

————

En Bref :
Nous avons été voir une petite expo des 5ème années des Beaux-Arts de Lorient à l’atelier de la gare à Locminé. C’est un petit lieu un peu étriqué ou les pièces des différents élèves ont du mal à avoir leur identité propre. Cela dit il y a quand même des travaux intéressants qui sont de bon augure. Malgré tout, on reste persuadé que beaucoup sont très typés « Beaux-Art », et on ne sait pas trop quoi en penser. Expo à voir quand même, jusqu’au 30 Octobre.

————

E brezhoneg – n°2 – Diskouezadeg Benoît LAFFICHÉ

Lundi, octobre 3rd, 2011

An deiz-mañ eo noazh an oabl, tennet gantañ e vantell koumoul a gaver kustum war kêr Roazhon. Ar wezh diwezhañ e oa ar gaoz war skritelloù ar greizenn arzel La Criée, ar wezh-mañ hon eus bet tro da vont en diabarzh da welet diskouezadeg an aotroù Benoît LAFFICHÉ.
A-boan erruet ha setu-ni en deñvalijenn. An diforc’h gouloù etre an diavaez hag an diabarzh a lak ac’hanomp da vezañ gronnet gant un tamm pouk. Trouzioù dour, tud o komz hag un nebeud gouleier o tont eus an daou filmig a weler er sal vraz, netra all.
A-zehou eo skignet skeudennoù bet filmet war mor diouzh noz war ar seblant, ne weler netra nemet un nebeud takadoù gwer-melen, gouleier lampoù an dud filmet. Diaes kompren ar pezh a c’hoarvez, un dorn, un tamm koad, leurenn ur c’hanod, a zistager gwezh an amzer. Du-pod eo tro-dro deomp c’hoazh, ha keit a ne vimp ket boaziet d’an deñvalijenn e chomimp en ur sal digomprenus e stumm.
Hon daoulagad a chomo ur prantad c’hoazh war an daolenn fiñvus-se, da glask kompren ar pezh a c’hoarvez, ar pezh a vez diskouezet deomp. Divroidi ? Pesketourien ? Pesketourien, hervez an displegadennoù. Met deskiñ a rimp ivez war an tamm paper eo liammet kudennoù an besketourien gant divroidigezh tud ar vro. Ur brav a film, a dra sur !
An eil filmig skignet war an tu kleiz a zo chomet un tamm start da intent. Ar skeudennoù diskouezet, tennet eus ar film The Endless Summer graet e 1967, a ziskouez seurfourien war aodoù ar Senegal. Diskouezet a-serzh pa ‘z eo bet filmet a-led, ur wagenn o tiruilhañ, ur seurfour gwenn gronnet gant bugale du, ur blankenn koad en o daouarn ha ni, chomet azezet ur prantad hir awalc’h, sachet don hon evezh gant ar skeudennoù-se, hep kompren re, ret eo anzav.
An hini diwezhañ, skignet en ur sal bihan, a ziskouez skeudennoù, tammoù keleier filmet, tud Etiopia hag o farkoù. Ur mod da gontañ deomp buhez ar sportour Abebe Bikila, aet ar maout gantañ war maraton c’hoarioù olimpek 1960. Etre kanaouennoù hengounel pobloù ar vro, maezoù Etiopia filmet doare taolennoù Millet, hag an diforch’ioù livioù etre an douar du-se ha dilhad ar redourien Etiopian a-vremañ, holl o heuliañ hent Abebe Bikila. n’eo ket un teul film, nann, met un taol sell fromus bet sevenet gant Benoît LAFFICHÉ.

E brezhoneg – n°1 – Skritelloù La Criée

Samedi, septembre 17th, 2011

Avel zo hiziv ! Setu ni o kantreal e straedoù kêr Roazhon an dorn war an tog evit e virout da nijal. Ur wezh graet ganeomp straed Vasselot en hi led e vezomp oc’h erruout war plasenn ar greizenn arzel « la Criée ». War ar mogerioù, div skritell a bep tu d’an nor. « A ! O staliañ un diskouezadeg nevez e vezont war ar seblant. »

Ar skritelloù nevez n’int ket c’hoazh skignet e kêr, met aze vez tu d’o gwelet en araok ; Unan gwenn, titouroù skrivet e du warni hag ur pezh-mell groaz, pe X, diaez gouzout met ne ra forzh. Ar skritell all, a vez ul luc’hskeudenn warni hag ar memes groaz, setu tout. Titour all ebet.

Identelezh ar greizenn, savet gant an atalier Lieux Communs, a zo eus ar re dedennusañ a zo tu da welet e Roazhon. Da bep diskouezadeg nevez e vez skignet div skritell. Div drederenn eus oute a zo a stumm gant an hini wenn : titouroù hepken, ar peurrest a zo gant stumm ar skritell all : ul luc’hskeudenn hepken. Hag ar groaz du war an daou, e-giz ul liamm da stagañ an eil d’egile.

Ar mod-se da strewañ keloù ar greizenn arzel a ro eus unan eus plijadurioù bihan straedoù ar gêrbenn : bale, ha chom a sav dirak ur vras a skritell, netra warni nemet ul luc’hskeudenn hag ar groaz. Ur skeudenn hag a sach an evezh dre he disheñvelderioù gant peurrest skeudennoù hon endro. Ur seurt ehan e red an amzer hag an dud.

Met, ha pa vez simploc’h, eo ken dedennus all ar skritell wenn. Gwir n’eo ket ar bajennaozadur eus ar re voutinañ. An destenn en em lak da zañsal. Ul lusk ispisial a vez ganti dre implij lizherennaouegoù disheñvel met treset diwar ar memes diazez.
Kazi pep kreizenn arz a-vremañ a zo ganti neuz ar « c’hub gwenn », da lâret eo ur sal gwenn na ziheñcho ket evezh ar gweladenner eus ar pezhioù diskouezet. Hervez an daou grafour roazhonad e vez gant al lizherennaoueg Helvetica ar memes perzh neptuek. Setu ma vez diazezet ar pemp lizherennaoueg savet gante da verkañ identelezh ar greizenn, war an Helvetica eus un tu ha war o sell war Istor an arz a-vremañ eus an tu all.

Red eo anzav eo diaez mat displegañ en un nebeud gêrioù pinvidigezh ster al labour bet graet gante. Met paneve plijadur da chom a sav dirak unan eus ar skritelloù-se, n’hon nije ket komzet eus ar labour grafek-mañ. Gant ar spi ho po tro da gejañ gant ar skeudenn ziwezhañ, harzet omp bet un nebeud munutennoù dirazi…




En bref :
Il y a parfois des affiches qui font partie des petits plaisirs quotidiens, des affiches que l’on apprécie croiser par hasard dans les rues, des affiches qui nous interpellent et nous arrêtent. Celles faîtes par Lieux Communs pour la Criée en sont. Et la richesse du travail typographique d’une part, et l’existence d’images muettes dans les rues d’autre part , n’y sont pas pour rien !